Nerzh Glas
Kevin NICOLAS
Skarzher-siminalioù e Kreiz-Breizh
Testenioù micherel :
Dihuzilier Siminaler
Kargad Aferioù evit Nevesadur Energetek ar Savadurioù
An Avelerezh Mekanikel dre Enc’hwezhañ
Kinnig
Tretadur hollek enep ar glebor, a-zere evit Breizh
Evit un ti hag a zo anezhañ dija, plaen pe gant un estaj ha betek 250m². Skarzhañ a ra ar glebor en holl bezhioù adalek ul lec’h hepken. Gant ar reizhiad-se n’eus ket eus gwallefedoù ar gelbor en ti ken (louedadur, glizhennadur, bakterioù, na diaezamantoù alaniñ evit an dud a zo o chom eno). Gant an deknologiezh dre enc’hwezhañ e treter an diaezamantoù a vez abalamour d’ar radon en un doare efedus ha padus.
Ur reizhiad 100% emren eo. Merañ a ra ar c’hasoù mont en-dro en un doare emgefre, hervez koulzoù ar bloaz. Reoliñ a ra ivez ar gwrezverk evit gwellaat ar vuhez en ti. Harzañ a ra ar glebor a c’hallfe pignat er morgerioù hag aesaat a ra d’an dud a zo en ti alaniñ ha kousket abalamour d’an dreistgwask. Dav eo toullañ ar mogerioù er pezhioù gleb etrezek an diavaez, evel ar sal-dour hag ar privezioù, ha lakaat toulloù-aerañ e prenestroù ar gegin.
Mat-tre evit an tier renevezet
Un teknik a-feson eo pa vezer o reneveziñ tier lec’h ma c’hall bezañ diaes, pe ma ne c’haller ket memes, staliañ ur GMK klasel dre eztennadur.
Ar reizhiad zo kreizennet (er c’halatrez eo ar gwellañ) ha ne implij nemet ur poent da vont e-barzh an ti evit un amstrewer hag ac’h a en holl bezhioù en ti da-c’houde. An aer a vez strewet en ti ac’h a kuit dre an toulloù a zo en ti, evel fuadennoù.
Silañ ha tommañ an aer ac’h a e-barzh
Evel-se ec’h a aer yac’h e-barzh, espernet e vez energiezh ha plijus e vez an ti a-fet tommder. Dreistment eo ar sil kuit da rankout kempenn anezhañ re alies (1 wech/5 bloaz) hag evit silañ an aer en un doare efedus war ar memes tro. Staliet e vez ar reizhiad er c’halatrez hag ur batiri raktommañ zo, gant-se e vez c’hwezhet aer hag a vez en tu all da 10°C dalc’hmat. Ganti ne vez santet evel ur red avel dirak kaelioù-aerañ ar prenestroù ha ne vez ket klevet kement a drouz o tont eus an diavaez.
Klotañ a ra mat gant an tommerezh dre geuneud ha dre c’hreunigoù
Ne vez ket kement a riskloù e teufe ar moged hag ar vonoksidenn garbon da zistrinkañ. Bezañ zo nebeutoc’h a riskloù da vezañ kontammet. Aesaat a ra an efed sach avel er staliadurioù hag aesaat a ra enaouiñ an ardivinkoù dre helosk solut, evel ar re dre geuneud pe dre c’hreunigoù.
Titouroù lezennel
Embanner al lec'hienn : Kevin Nicolas Entreprise Individuelle (EI) – Nerzh Glas
SIRET : 918 795 725 00038
Chomlec'h : 6 Trefflay, 22160 Saint-Servais, Bro-C'hall
Pellgomz : 06 66 65 82 80
Postel : contact@nerzh-glas.bzh
Rener embann : Kevin Nicolas
TGO na dalvez ket, mellad 293 B Kod hollek an tailhoù.
Asurans atebegezh keodedel micherel : AXA, kevrat niv. 0000011072270404.
Lec'hienn savet ha diorroet gant Kevin Nicolas gant WebAcappella Fusion Pro.
Bod : OVH, 2 straed Kellermann, 59100 Roubaix, Bro-C'hall – pellgomz : 1007.
Kredadou luc'hskeudennou : fr.123rf.com / klianted Nerzh Glas.
Lec’hienn troet gant Ofis Publik ar Brezhoneg.
Implij ar c'houpinoù
Evit ober deoc'h un taol-arnod a-feson,
al lec’hienn-mañ n’he deus ket a gutuilh muzuliañ an arvesterien nag a gutuilh brudañ.
Al liammoù diavaez war-zu Google, PagesJaunes, Facebook pe LinkedIn a c'hall lakaat o mirlec'hioù dezho nemet pa sellit outo.
Rouedadoù sokial
Evit heuliañ keleier Nerzh Glas,
kit da heuliañ ac'hanomp war ar rouedadoù sokial.





