Nerzh Glas
Kevin NICOLAS
Skarzher-siminalioù e Kreiz-Breizh
Testenioù micherel :
Dihuzilier Siminaler
Kargad Aferioù evit Nevesadur Energetek ar Savadurioù
Goude bezañ 10 vloaz war dachenn ar Pellgehentiñ zo faotet din cheñch micher ha labourat war dachenn an energiezhioù nevezadus.
Krog on da gentañ penn gant ur stummadur evit bezañ Plomer Tommerezhour, ha goude on bet en ur stummadur evit bezañ kargad aferioù evit Nevesadur Energetek ar Savadurioù (live BTU). Ur stummadur don am eus graet evit bezañ Dihuzilier Siminaler (Testeni micherel), ur stummadur Fotovoltaeg Galloudezh Uhel (AGE) hag ur stummadur Tommer-dour Heol (AGE) da-c’houde. Labouret em boa e-pad bloaz hanter er stalioù ActEco Energie ha WELEM e Brest evit ober dielfennadurioù sioù ar savadurioù ha diagnostikoù energetek da gentañ, ha staliañ ha kempenn an aveadurioù gant gaz ha keuneud / greunigoù goude-se, ha war aveadurioù fotovoltaek ivez.
Goude bezañ prenet skiant e-pad 4 bloaz em boa divizet sevel ma embregerezh e Sant-Servez-Kallag en Aodoù-an-Arvor e miz Eost 2022.
Labourat a ran evit kempenn an aveadurioù gant keuneud ha gaz dreist-holl.
Stalier dizalc’h on ivez evit ar c’hevredad MyFood evit sevel tier-gwer akwaponek gant reizhiadoù fotovoltaek ha fornigelloù dre c’hreunigoù. Chanterioù liesseurt a ra, peadra da lakaat ma holl varregezhioù e pleustr.
Labourat a ran evit skarzhañ siminalioù ha kempenn tommerezioù er c’humunioù-mañ :
BEAR, BENAC’H, BOULVRIAG, BRELIDI, BULAD-PESTIVIEN, KALANEL, KALLAG, KARNOED, KOADOUD, DUAOD, GRAS-GWENGAMP, GWENGAMP, GURUNUHEL, KERFOD, KERIEN, KERBÊR, KERVOROC’H LANDEBAERON, AR CHAPEL-NEVEZ, LANLEÑV, SANT-LOUP, LOKENVEL, LOHUEG, LOUERGAD, MAEL-PESTIVIEN, MAGOR, MOUSTERUZ, PABU, PEMPOULL, PEDERNEG, PLEHEDEL, PLIJIDI, PLEUZAL, PLAERANEG, PLOUEG-AR-MOR, PLOUGONVEUR, PLOUIZI, PLOUVAGOR. PLOURAC'H, PLOURIVOÙ, PLUSKELLEG, PLOUEG-AN-TREV, PONT-MELVEZ, PONTREV, KEMPER-GWEZHENNEG, RUNAN, SANT-RIEN, SANT-EGANTON, SANT-KLEVE, SANT-LAORAÑS, SANT-NIGOUDEN, SANT-SERVEZ-KALLAG, SENVEN-LEHARD, SKIÑVIEG, TREGLAÑVIZ, TREGONEV, EVIAZ, LANNUON, MONTROULEZ, ENEZ-VAZ.
Ur pourchas klok
Prizioù dedennus
Ur pourchas klok gant ur sell hollek war ho staliadur.
Prizioù 2024 :
Kempenn ur fornigell dre geuneud (skarzhañ ar siminal hag all) : 90€
Kempenn ur geginerez dre geuneud (skarzhañ ar siminal hag all) : 120€
Kempenn ur fornigell dre belletoù (skarzhañ ar siminal hag all) : 145€
Kempenn un oaled digor korzennet (skarzhañ ar siminal hag all) : 75€
Skarzhañ un duellenn mañsonet nann-korzennet : 90€
Kempenn ur gaoter dre belletoù (P Kempenn ur gaoter dre c’haz (P Lemel un neizhiad c’hwiliorezed, ouzhpennadenn (diamprevaner hag all) : 60€
Skarzhañ ar siminal war an doenn, ouzhpennadenn : 15€
Labour war ur reizhiad virviñ, ouzhpennadenn : 15€
Mont da labourat prim-ha-prim, ouzhpennadenn : 20€
Glaou gelldu A9 1kg (produ digoultronañ a vicher) : 20€
Muzuliañ tredanharzusted an douar gant an Tellurometr a-raok an testeni reizhwirded : 50€
Ensellet an duellenn gant ur c’hamera diwar goulenn
Ensellet karre ar siminal gant un dron : 30€
Ensellet an doenn gant un dron diwar ur rakpriz
Frejoù hent 0,5€/km (monedone) en tu all da 10km eus Sant-Servez-Kallag.
Staliañ un Avelerezh Mekanikel dre Enc’hwezhañ diwar ur rakpriz
Staliañ ur PAC aer/aer (un aerreizher daoudu hag a c’hall lakaat implijout betek 75% nebeutoc’h a dredan e-keñver un dommerez tredan) diwar ur rakpriz.
Pourchasoù all diwar ur rakpriz.
Taolit evezh : skarzhañ ur siminal pe kempenn n’eo ket ar memes tra evel disac’hañ pe distoufañ ur mogedeg.
Frejoù ouzhpenn a vo da baeañ, labouret e vo diwar ur rakpriz.
Frejoù ouzhpenn a c’hallo bezañ goulennet evit ul labour luziet, hervez an amzer tremenet hag an dafar implijet, labouret e vo diwar ur rakpriz.
An Avelerezh Mekanikel dre Enc’hwezhañ
Kinnig
Tretadur hollek enep ar glebor, a-zere evit Breizh
Evit un ti hag a zo anezhañ dija, plaen pe gant un estaj ha betek 250m². Skarzhañ a ra ar glebor en holl bezhioù adalek ul lec’h hepken. Gant ar reizhiad-se n’eus ket eus gwallefedoù ar gelbor en ti ken (louedadur, glizhennadur, bakterioù, na diaezamantoù alaniñ evit an dud a zo o chom eno). Gant an deknologiezh dre enc’hwezhañ e treter an diaezamantoù a vez abalamour d’ar radon en un doare efedus ha padus.
Ur reizhiad 100% emren eo. Merañ a ra ar c’hasoù mont en-dro en un doare emgefre, hervez koulzoù ar bloaz. Reoliñ a ra ivez ar gwrezverk evit gwellaat ar vuhez en ti. Harzañ a ra ar glebor a c’hallfe pignat er morgerioù hag aesaat a ra d’an dud a zo en ti alaniñ ha kousket abalamour d’an dreistgwask. Dav eo toullañ ar mogerioù er pezhioù gleb etrezek an diavaez, evel ar sal-dour hag ar privezioù, ha lakaat toulloù-aerañ e prenestroù ar gegin.
Mat-tre evit an tier renevezet
Un teknik a-feson eo pa vezer o reneveziñ tier lec’h ma c’hall bezañ diaes, pe ma ne c’haller ket memes, staliañ ur GMK klasel dre eztennadur.
Ar reizhiad zo kreizennet (er c’halatrez eo ar gwellañ) ha ne implij nemet ur poent da vont e-barzh an ti evit un amstrewer hag ac’h a en holl bezhioù en ti da-c’houde. An aer a vez strewet en ti ac’h a kuit dre an toulloù a zo en ti, evel fuadennoù.
Silañ ha tommañ an aer ac’h a e-barzh
Evel-se ec’h a aer yac’h e-barzh, espernet e vez energiezh ha plijus e vez an ti a-fet tommder. Dreistment eo ar sil kuit da rankout kempenn anezhañ re alies (1 wech/5 bloaz) hag evit silañ an aer en un doare efedus war ar memes tro. Staliet e vez ar reizhiad er c’halatrez hag ur batiri raktommañ zo, gant-se e vez c’hwezhet aer hag a vez en tu all da 10°C dalc’hmat. Ganti ne vez santet evel ur red avel dirak kaelioù-aerañ ar prenestroù ha ne vez ket klevet kement a drouz o tont eus an diavaez.
Klotañ a ra mat gant an tommerezh dre geuneud ha dre c’hreunigoù
Ne vez ket kement a riskloù e teufe ar moged hag ar vonoksidenn garbon da zistrinkañ. Bezañ zo nebeutoc’h a riskloù da vezañ kontammet. Aesaat a ra an efed sach avel er staliadurioù hag aesaat a ra enaouiñ an ardivinkoù dre helosk solut, evel ar re dre geuneud pe dre c’hreunigoù.
Hon eurioù e 2024
Eurioù digoriñ :
D’al Lun etre 10e ha 12e hag eus 2e betek 6e noz
D’ar Meurzh etre 10e ha 12e hag eus 2e betek 6e noz
D’ar Merc’her etre 10e ha 12e hag eus 2e betek 6e noz
D’ar Yaou etre 10e ha 12e hag eus 2e betek 6e noz
D’ar Gwener etre 10e ha 12e hag eus 2e betek 6e noz
Ar gwellañ eo lakaat emgav :
Gallout a rit skrivañ din gant ar furmskrid a zo war ar bajenn-mañ
pe pellgomz d’an niv. +33(0)6 66 65 82 80 !
Labouret hon eus evidoc’h ?
Laoskit hoc’h ali dimp e Google
Laoskit hoc’h ali dimp e PagesJaunes.fr
Nerzh Glas
Nerzh Glas a ginnig pourchasoù a-zoare, ur sell hollek war ho staliadurioù hag ur c’huzul pizh.
Ezel eus Strollad Ramonerien Vutunourien ar C'hornôg
Chomlec'h :
6 Trefflay
22160 Sant-Servez
Titouroù lezennel
Copyright Nerzh Glas
An holl wirioù miret
Kredadoù luc'hskeudennoù : fr.123rf.com / Freepik.com
Lec'hienn savet gant WebAcappella Fusion Pro
Menegoù lezennel
Darempred
Implij ar c'houpinoù
Evit kaout un taol-arnod a-feson,
Al lec'hienn-mañ a implij cookies ha treserioù
Google Analytics evit stadegoù.
Evit gouzout hiroc’h, klikit amañ.
Rouedadoù sokial
Evit heuliañ keleier Nerzh Glas,
kit da heuliañ ac'hanomp war ar rouedadoù sokial.
()
Ramonage et entretien de chaudière et de de cheminée